Razh ar c'hêrioù zo bet ijinet gant ar gevredigezh, krouet a-stroll, kêr an Oriant evel ar re arall. Ganet e oa bet etre an Argoad hag an Arvor, evel ur gêr-chanter da-gentañ, frouezh labour michererion. Distrujet ha drailhet evel ma oa goude an eil Brezel-bed e oa bet savet en-dro diàr c'hoant miliadoù a annezidi ha diàr awen un hanter-c'hant tisavour bennak.
Hiziv c'hoazh e vez savet ganeomp-ni asambl hag aozet e vez hec'h identelezh en ur gevredigezh stag-ha-stag. Dre raktresoù sevenet a-stroll e kav hec'h unvanded hag e stumm he hent. En hor c'hêr, gober asambl zo un hentenn,un talvoud hag ur mod da seveniñ.
Evit pare hon ti-kêr e vez bepred ar feson pennañ d'ober an traoù. Evit ar postadurioù koulz evel evit ar servijoù d'an dud e raomp hor seizh gwellañ evit krouiñ ur gêr hag a ro c'hoant, hag a zedenn, hag a zegemer ha ma kav pep hini e lec'h enni.
E-kreiz ar c'hempouez-se emañ kalite ar vuhez, a vez razh annezidi an Oriant é tegas o lod dezhañ : mignoniezh er c'harterioù, keodederion é kemer perzh e buhez o c'hêr, kejadennoù etre an annezidi, digorded d'ar re arall ha d'ar bed.
An obererezhioù a-leizh evit ar sport, ar sevenadur hag ar c'hevredigezhioù a ziskouez splann ar memp c'hoant da veviñ traoù asambl.
Pa vez kaeraet hol lec'hioù publik ha lakaet buhez enne, pa vez an natur e kêr, pe c'hoazh pa aesaer an traoù d'ar modoù treuzdougen ansaotrus ha p'o implijer, e vezer c'hoazh é pleustriñ àr un arz beviñ e kêr. Pa vez treuzfurmet kêr ivez e vez bevet atav traoù don gant an dud, rak an annezidi a gemer perzh enne da vat, evel ma tiskouez arberzh a oa bet e Kerwenaneg pe an treuzfurmadurioù da zonet e karterioù Koad ar C'hastell hag an ti-gar.
Etre al lec'hioù, ar rummadoù hag obererion an Oriant e vez sklomet liammoù dibar hag a ro da gêr he stumm hag he fersonelezh dezhi hec'h-unan.
Amañ, kalavern ar pezh a vez graet, e tibouk bepred efed hud al liamm hag al lodenniñ.