En ur wellaat aezamant an dreizhidi, ingalded, surentez, rikted ha herrder ar c'hirri-boutin e klasker, àr un dro, gounit tachadoù e kêr evit gwellaat rouedad hentoù an dud àr droad, pe suraat monedone ar beloioù. Un digarez eo evit adaoziñ kêr, he c'haeraat, talvoudekaat ar stalioù kenwerzh hag an tachadoù labourerezh, en ur vroudiñ an dud da zilezel o c'hirri-tan ha da implij modoù treuzdougen arall. Ur gêr blijus ha " padus " zo ur gêr ma 'c'h eer àr e c'hoar, àr droad, àr velo... pe gant ar bus, gant plijadur !
Gant ar c'hempennadurioù e kêr e vez aesaet mont-ha-dont ar c'hirri-tan ha bihanaet an tizh.
Pa antreer e kêr dre groashent-tro Kerne-Veur, emañ bet cheñchet penn-da-benn ar boazioù mont-ha-dont er c'harter darempredet stank-se. Bremañ ec'h aer difonnoc'h evit sellet doc'h ar gweledva ! Ha difonnaat a reer ivez en tachadoù 30, a zo ur boaz dibar en Oriant : e pep karter e vez savet terkadurioù a jaoj en ur gaozeal gant an annezidi : kroashentoù-tro bihan, adaozet e vez ar mod parkiñ, strishaet an hent...
Hag en tachadoù boutin e kemennomp d'ar vleinerion a zo prez àrne e rankont lezel an dud vreskañ da dremen !
Bandennoù ha roudennoù divrogedoù, hentoù marc'h-houarn-bus, riblennoù kenlodennet, hentoù divrogedoù daoudu, forzhioù troiñ a-zehoù... An Oriant, an hent meur evit ar gazeg-dir ! An terkadurioù a zouj doc'h ar meizad " belo " adal ar penn kentañ. A-c'houde 2013 e c'heller feurmiñ 200 belo gant ar servij Velo an Oriant : beloioù kêr, beloioù tredan pe beloioù-pleg... da bep hini e velo, da bep hini e vod, da bep hini hervez e c'hoantoù !
Kêr he deus digoret ur skol velo ivez : a-hed ar blez e vez aozet abadennoù er skolioù evit broudiñ ar vugale da vont àr velo... Ur maread deskiñ en ur mod !
Deskiñ, bepred, gant ar " Goudor Syklett " hag a oa bet savet da vare distro-skol 2016 : ul lec'h ma c'hell pep hini kempenn e velo, gant ar benvegoù a jaoj, gant pezhioù eil-dorn, ha skoazellet gant tud varrek gouest da gelenn.
Ar gerzhourion, an dud vreskañ, a rank bout gwarezet. Unan a bennaennoù pennañ Kod ar straedoù eo ha gant ar c'hod-se e vo gounidet tachenn c'hoazh, gant tachadoù daremprediñ nevez evit suraat ha laouenaat an tachad foran.
Ha peogwir emañ ar c'herzhed ur blijadur: an dastumad gant e eizh hentad : endro an arvor, hini ar maezioù pe hini kêr, an Oriant e kement feson a zo.
Ni zo holl, koulz pe goulz, tud dalc'het en hor c'herzhed. Er rummad tud-se e voder estroc'h evit an dud e kadorioù-ruilh, ar re gant nammoù skiantoù (tud dall pe fall o gweled, tud vouzar pe fall o c'hleved...) pe gant nammoù spered (diaezamantoù anaoudel da skouer), mes ivez an dud sammet a bakadoù pounner, an dud àr an oad, an dougerezed, an oadourion gant bountelloù pe karrigelloù... Riblennoù izelaet en treuzadennoù evit an dud àr droad a aesaio mont-ha dont an dud e kadorioù-ruilh.
Gant bandennoù-stekiñ a-ratozh en treuzadennoù evit an dud àr droad e c'hell an dud dall pe fall o gweled diwall doc'h an dañjerioù.
Pa grog amatourion ar rikliñ gant plijadurioù ar bitum ne vezont ket mui evit arsav gante ! Skateboard, wakeboard, troterez, street-surf... muioc'h-mui a ijinoù-ruilh a bep seurt a weler e kêr. O flegiñ, o displegiñ, o renkiñ a c'heller gober... ken aes ha tra ! Ent ofisiel n'int ket (c'hoazh ?) lakaet da vodoù treuzdougen : setu perak e tremen an dud a ra gante da dud àr-droad hag e rankont monet goustad àr ar riblennoù-straed, doujiñ ar gouleier triliv ha monet gant an treuzennoù gwarezet. Kuit a droiñ kêr en ur roudenn sport keveziñ...
En Oriant, ma vez 35 500 implij-labour, e kengej miliadoù a dud ag ar c'humunioù tro-ha-tro. Chañs o deus tud ar c'humunioù é chom en tu arall d'ar vorlenn pa c'hellont gober gant ur mod treuzdougen kalz efedusoc'h evit ar c'hirri-tan. Aes, herrek, arboellus, ekologel, ar vag-treizh zo gantañ an holl spletoù a gaver en treuzdougen boutin, gant an draig oc'hpenn hag a ra d'ar pennad-hent etre an ti hag al labour bout evel ur verdeadennig. Ha tud an Oriant ivez a vourr é ober an hent en tu enep ! Kaset e vez evel-se tost 800 000 beajour bep blez, tud hag a denn gounid ag an nevezadurioù diwezhañ a zouj doc'h an endro, gant ar vag-bus " hep tamm dilaoskadenn ebet ".
Evit vakañsiñ pe àr ar pemdez, àr vag dre-lien pe àr vag-dre-dan, er vag-treizh, àr lestr-treizh Enez-Groe, pe zoken àr ur mordreizher merdeiñ, an holl listri-se a ra liammoù ha kaset e vezomp trema lec'hioù arall.