Ar gêr-Liammiñ


Ma liorzh eo kêr

An dour, ar plant ha Mab-den... É klask kenveviñ. Tamm-ha-tamm e vez savet en-dro an anneuenn naturel-se e kêr, evel kement a hentoù é tiskouez d'ar vevliesseurted en arvar penaos donet en-dro betek e-kreiz ar c'harterioù.

Parkoù, liorzhoù, skwarioù hag hentoù a laka glazadur e buhez pemdez pep hini.

Un dellad da labourat, legumaj ha frouezh bihan yac'h da saouriñ... Plijadur eo a vez produet el liorzhoù tiegezhel hag el liorzhoù   rannet !

Tro-vale ar flondrennigoù, ur bourmenadenn hag a gontanto ar re a hunvre e lec'hioù frank.

Ranniñ ar ouiziegezh

Kêr ar mil vicher, kavell ar ouiziegezh, mammenn barregezhioù, n'eus ket mui nemet d'o zreuzkas. Seul vui a ouiziegezh a roer, seul vui a vez !

Ar Vediaoueg, lec'h razh arouiziegezh...

Gober anaoudegezh gant ar sonerezh adal ar vagouri pe ar skol-vamm.

C'hoarioù pedagogel evit diorren e ijin en diwallerezh.

Penaos e vez graet ar c'hêrioù ? Kompren ar c'hêraoziñ en atalieroù evit ar vugale kinniget gant servij bevaat ar savouriezh hag ar glad.

Berviñ a-unvouezh

An taolioù gwellañ a za lies ag ur soñj eeun hag a sav kalz tud a-du gantañ. Kalonekaet e vez razh an dud a youl vat gant ar blijadur ec’h ober traoù asambl ha gant skoazell kêr e ta an c’hoant boutin da wir.

Beajoù e kêr

Pep tra, tost-tre : evel-se e vez arboellet eoul-maen ! Àr droed hag àr velo eo ar feson gwellañ da vonet pa n’aer ket pell. Goude ec’h eus busoù. Evit monet kalz pelloc’h ec’h aer gant an tren ! Ha ma sammer pep tra ?
Tren + belo pe bus ha tren pe… Dibab a c’heller gober evit beajiñ !

Ar gêr hag a liamm ar buhezioù

Al lodenniñ hag ar vignoniezh zo talvoudoù difennet gant tud an Oriant. Talvoudus-bras eo neuze aesaat ar vuhez er c’harterioù.
E pep lec’h ec’h eus lec’hioù evit kejiñ ouzh ar re arall ; enne e vez sklomet liammoù, enne e ra anaoudegezh an amezeion, enne em gav ar vugale, enne e vez graet festoù gant ar re vras hag ar re vihan… An aon rak an dianav a ya diàr-wel ha gellout a reer lodenniñ gant ar re all da neuze.

Tost da bep tra, tost deoc’h

En Oriant e vez pep tra edan an dorn… pe an treid ! Bodet eo an aveadurioù. Kement tra ec’h eus afer anezhañ zo ur c’hwitelladenn ac’hanamañ : servijoù, skol-veur, marc’hadoù ha stalioù… En Oriant e kaver perzhioù-mat ar vuhez e kêr asambl gant ar mor hag ar maezoù tost. Penaos harziñ ouzh ur bedadenn ken brav ?

Retour en haut