An Oriant a zo ur gêrig a Vreizh, daet da binvidikaat diàr ar c'henwerzh get an Indez. E Porzh-Loeiz emañ an noblañs é chom met en Oriant eo emañ ar varc'hadourion, ar moñselin, ar seiz, an argant hag ar merc'hed koant. " Bernardin de Saint-Pierre (Darn ul lizher, 1768) Liammet-start eo istoer An Oriant ha bro an Oriant get al lec'h strategel m'emañ savet, adal d'ar meurvor Atlantel ha da Enez Groe, porzh tona a-gozh.À r an douar hag al lannoù he deus An Oriant gounidet he fersonelezh hag àr ar mor, dre ar c'henwerzh, he deus he diazezet.
E 1664, diàr goulenn Colbert, e vez aotreet get Loeiz XIV krouiñ Kompagnonezh Indez ar Reter, a-benn stankaat an eskemmoù get an Azi, ha dreist-holl kenwerzh spletus an temzoù. E 1666 e vez staliet sez Kompagnonezh an Indez e goudor gwikadell spagnol Porzh-Loeiz, el lenn-vor, kember ar Skorf hag ar Blavezh. Stummet don eo torosennadur hag oberiantizoù maeziat keinvro An Oriant get flondrennoù an div stêr-se. Istoer an Oriant, da vat, a grog pa vez savet chanterioù bigi ar Faouedig : div fourgadenn hag ul lestr a vil tonnell, Heol an Oriant, a za buan er-maez ag ar chanterioù nevez-se, peizanted ha micherourion é tonet da labourat dezhe a bep korn ag ar rouantelezh. Heol an Oriant, anavetoc'h diàr an anv " An Oriant " a zay da vout anv ar gêr a vêr é sevel. Temz, te, danvez, seiz, lak ha porselen ag an " Indez " a dremen dre An Oriant hag a gresk peadra Kompagnonezh an Indez hag ar baramanterion, pinvidikaet a-du 'rall get treizh ar re zu ha diwezhatoc'h hani ar floderion. Adal 1690 e tiazez Morlu ar roue ur melestradur soudardel en Oriant àr-un-dro ma vez savet e Porzh-Loeiz chanterioù sevel ha trezerc'hel bigi ar skouadrennoù.Met diaezet e vo ar c'henwerzh àr vor, e penn-kentañ an XVIIIvet, get ar brezel doc'h kenemglev Augsbourg ha, goude, get ar brezel evit hêrezh Spagn. E 1719 e sav an argantour Law ur Gompagnonezh an Indez nevez hag a ro d'an Oriant ur prantad a binvidigezh vras, en arbenn ag an unpiaou he deus àr an eskemmoù etre Bro-C'hall ha gwerzhlec'hioù Afrika, trevadennoù Louiziana hag an Antilhez, ar meurvor Indian ha mor China.E 1719 ha 1730 e kresk poblañs an Oriant a 6 000 da 20 000 ha kreskiñ a ra kêr ivez, e karg d'he mestroni Jacques Gabriel, tisavour Kompagnonezh an Indez. E 1738, daet An Oriant da geoded, e tegemer brasañ foar kenwerzh Europa. Donet a ra An Oriant da vout gwerzhlec'h nemetañ marc'hadourezh an trevadennoù ha penngreizenn ar sevel-bigi. Micherourion, soudarded, moraerion a labour evit Kompagnonezh an Indez. " En Oriant e tolp ar Gompagnonezh he morlu, he zud hag holl he c'henwerzh " a skriv Mignot de Montigny e 1752. Get koll an trevadennoù (1763) e vez freuzet c'hoazh ur wezh stal Kompagnonezh an Indez un nebeud blezioù diwezhatoc'h (1769). Met bout e vehe aet ar Gompagnonezh da rik e talc'h ar c'henwerzh get an Indez ha dre borzh An Oriant e rank tremen pren ha gwerzh. E 1770 e vez adprenet ar chanterioù bigi get ar roue hag adkempennet d'ober ur porzh-brezel hag arsanailh ar roue. Muioc'h-mui a genwerzhourion a vez dre ma vez muioc'h a baramantourion brevez ivez er meurvor Indian hag en arbenn a vrezel dieubidigezh Amerika, ag ar gounidoù spurmantet get ar porzh frank hag al linenn dreuzatlantel An Oriant-New York. E 1770 emañ An Oriant unan ag ar pevar forzh lec'h ma c'heller sevel listri brezel. E 1785 e saver ar Gompagnonezh anvet de Calonne met pemp blez diwezhatoc'h, get an Dispac'h (Bodadenn vonreizhiñ 1790), e vo torret he unpiaou kenwerzh en diavaez-bro. E 1791 emañ lakaet An Oriant da borzh ar morlu.Echu eo prantad An Oriant Dor an Indez. A glodoù ar c'henwerz diàr vor e chom an arsanailh ha porzh ar morlu.
En XIXvet kantved e rank ar Verdeadurezh taliñ doc’h dispac’h teknologel ar sevel-bigi, ar c’heflusker dre dan, ar viñs-tro, an houarn, an hobregon.A-yoc’h e rank ar Stad postiñ argant e porzh an Oriant evit ober anezhañ ur benveg a-zoare. An dachenn c’hreantel chomet àr-lerc’h ar Gompagnunezh ne splet ket. Get ar verdeadurezh dre dan é tiorren e vez ret dalc’hmat sevel, kempenn, adframmiñ, dilec’hiiñ, adlec’hiiñ ha dreist-holl astenn danframm ar porzh àr ar glannoù kleiz ha dehoù.
Oc’hpenn dek million a lurioù a vo roet get ar Verdeadurezh da wellaat perzhioù dour ar Skorf hag al lenn-vor. Atailheroù nevez a rank bout staliet e 1858 evit sevel ar fourgadenn hobregonet « La Couronne ». Ma talc’h an Oriant d’ober berzh emañ da gentañ-penn a-drugarez d’he arsanailh, goude ijin al listri hobregonet get Dupuy de Lôme pergen.
Ar Verdeadurezh, get he atailheroù ambilh, a gas da benn ur bochad « nevezadennoù » teknikel : ar c’hentañ lestr dre dan e 1818, ar gentañ fourgadenn diàr viñs-tro e 1845 ; ar c’hentañ lestr dir hobregonet e 1875. A Gaodan d’an Oriant e paota ar chanterioù.
A 1 500 er blez 1870 e tremen niver labourerion an arsanailh da 4 000 e 1870. 75 % a goskor an arsanailh a vev en amzer-se en Oriant. Adal dibenn an XVIIIvet kantved, diàr gempouez ar boblañs, e kresk ivez kumunioù an dro. E 1872 eh eus 34 000 den é chom en Oriant.A-drugarez d’ar bouedvirerezh en eoul e tiorren ar pesketaerezh.
Edan an Deirvet Republik e tegouezh en Oriant kemmoù don er politikerezh, en armerzh hag er gevredigezh. Dihuniñ a ra porzh an Oriant àr-un-dro ma ra govelioù an Henbont o lammgresk da vat (ijinerezh ar metaloù). Teir fenngartenn zo e daouarn o mistri : nerzh an dour e stankoù ar Blavezh, ar c’hlask àr an houarn gwenn evit ar mirerezhioù pesked, al labourerion diàr ar maezoù, stank an niver anezhe ha marc’hadmat. Donet a ra ar govelioù da vout eil implijour an departamant ha porzh an Henbont eil porzh-mor ar Morbihan.
Ur bern danframmoù a saver : linennoù tredan an tramway, balioù, savadurioù publik (skolioù, ospital…), astenn a raer ar rouedad dour da evet.
Hanter-kant vlezad-pad, etre 1880 ha 1930, e vo adframmet don tachennoù porzhioù an Oriant abalamour da darzh an eskemmoù kenwerzh.
E 1920 e vez degemeret al lestr kentañ e porzh Kergroaz. Etre 1922 ha 1927 e saver porzh pesked Keroman (pemp blez diwezhatoc’h e lakaer da vont en-dro ur slipway hep e bar er Frañs).
An araokadennoù kalvezel mestroniet a-c’houde an XIXvet kantved fed a verdeadurezh dre dan hag he lec’h strategel àr ar meurvor Atlantel a gas ar gêr da ziorren ur gennad armerzhel nevez : ar pesketaerezh.
Etre 1926 ha 1939 e tremen ar pesked dilestret a 23 000 tonenn da oc’hpenn 33 000, niver ar voraerion a 1 460 da 1 997. Mareouriezh, sevel-bigi, trezalc’h, paramanterezh, mirerezh pesked, atailheroù treuzfurmerezh, setu aze gennadoù labour pennañ an Oriant.
Dont a ra da vout trivet porzh Bro-C’hall ha buan zoken an eil.
Kergroaz a zo ur pezh porzh glaou : a 31 000 tonenn e 1901 e tremen an enporzhiadur da 239 000 e 1930 (an hanter a dreizh ar porzh).
An Oriant, porzh bras ar morlu, porzh kenwerzh ha pesked, liesseurt he ijinerezh, a zo e penn emdroadur armerzhel ar c’hornad.
E 1911, e tremen ar boblañs an 50 000 den.
En arbenn a enkadenn ar pesketaerezh àr an aodoù e rank ar besketaerion monet pell-oc’h-pell. An Oriant a laka holl he nerzh er chaluterezh dre dan hag a denn gounid ag he lec’h kreiz etre mor Iwerzhon ha pleg-mor Gwaskogn. Get greanteladur ar pesketaerezh e ta an Oriant da vout pennahel ijinerezh ar pesked.
Diàr neuze e ta porzh ar Faouedig, kempennet en XIXvet kantved, da vout re enk ha diaes goudoriñ ennañ bigi brezel, pesketa ha kenwerzh.
Kemmoù a zo bet e lec’hiadur ar porzhioù, e lec’hiadur ar gêr ivez é c’hounit doc’h tu ar mervent, ur c’harter nevez a sav : ar Gêr Nevez.
Betek 1940 e vez savet get an arsanailh ur bern listri krenn pe skañv o fard er form vras hag e kaloù ar c’hlann gleiz.
Àr dreuzoù an eil brezel-bed emañ An Oriant àr-un-dro ur porzh soudardel get un arsanailh e penn a-raok teknologiezh ar sevel-bigi, ur porzh kenwerzh oberiant hag ur porzh-pesked ec’h ober e gresk a-herr. Kement a dud a vez gopret get Keroman èl ma vez get an arsanailh ha kement èl ar morlu hag an tirlu en ur lod. Kresket eo ar boblañs ag an hanter en ur c’hantved : 46 000 den niveret e 1939.
D’an 3 a viz Gwengolo 1939 e tiskleir Bro-C’hall ha Bro-Saoz brezel d’an Alamagn a zo é tonet a aloubiñ ar Pologn. Karget eo an amiral Dönitz, get e listri-spluj, da gas da benn kadoniezh an IIIvet Reich a-benn gounit emgann an Atlantel : tagiñ al listri gorre ha miret doc’h an enebour a zegas darbar hag armoù ag ar Stadoù-Unanet.
E miz Mezheven 1940 e tiviz an amiral Dönitz staliiñ e benngarter e-barzh arsanailh an Oriant. Evit gwareziñ o aveadurioù bombezennet ingal get ar genlu betek 1941 e tiviz an Alamaned sevel kevioù dizistruj evit o splujerezed. Goude ar bunker kentañ a lakaont sevel e arsanailh ar Skorf e krogont get ur mell chanter 15 000 den, e 1941, àr 20 hektar deoget etre beg Keroman ha beg an Ter lec’h ma savont tri bloc’h-kevioù (900 000 tonenn a veton houarnet). An daou gentañ, Keroman 1 ha Keroman 2, echuet e dibenn 1941, a zo àr-dro 130 metr a hirder evit 18,5 m a uhelder. An trivet, Keroman 3, a vez echuet e 1943. Oc’hpenn daou-ugent lestr-spluj a c’helled goudoriñ en tri bloc’had-se.
Dre ma tiskar an U-boote muioc’h-mui a listri ha ma talc’hont al luioù unanet edan o gourdrouz e ro Kuzulva ar brezel e aotre da vombezenniñ a-dachad bonoù splujerezed an talbenn Atlantel. Bombezadegoù a-yoc’h a vez gourc’hemennet get Winston Churchill, da gentañ-penn àr an Oriant evit dizalbadiñ tachenn Keroman.
Adal miz Genver 1943 e vez digarzhet poblañs kêr.
Etre kreiz miz Genver ha kreiz miz C’hwevrer 1943 e taol ar Saozon oc’hpenn 4 000 tonennad bombezennoù àr an Oriant. Ar gêr, ur parkad dismantroù, a zo distrujet 85 % anezhi. Bon al listri-spluj neoazh a zo divac’hagn.
E 1944, goude dilestradeg ar genlu e miz Mezheven, e vez dieubet Breizh e miz Eost. Met evit an Alamaned e kendalc’h ar stourm. Donet a ra kêr da vout evite ur sakod harzerezh, ha ne ‘n em zaskorint nemet d’an 8 a viz Mae 1945, devezh an arsav-brezel.
Bon al listri-spluj a zoug anv an ijinour-jeneral Stosskopf, ofisour alzasian an ijinouriezh-vor, a oa en amzer-se isrenour ar sevel-bigi en arsanailh. Fuzuilhet e voe e 1944 get an Alamaned evit bout darbaret d’ar genlu titouroù a-bouez diàr-benn azozadur al lec’h ha fichadennoù an U-Boote. Ar bon-se eo ar savadur ramzekañ biskoazh staliet er-maez ag an Alamagn get an nazied.