Petra nevez ?


Ho pediñ a ra Kêr an Oriant hag ar c’hevredigezhioù Soñjoù Distroet ha Kompagnunezh ar Stalioù da lidiñ arre un « Nedeleg edan ar stered », get stank a abadennoù digoust e kreizkêr,
er c’harterioù hag el lec’hioù sevenadurel. Staget e vo geti d’ar 7 get un dibunadeg veur ma vo roet lañs d’ar sklêrijennadegoù.

Etre an 20 hag ar 24 e vo ar fest en he barr. Fañfaroù, lazoù-soniñ, sonadegoù, dibunadegoù, sonerion taboulinoù sklêrijennet, sonerion dirollet, furlukined... Sonerezh, arvestoù, sklêrijennoù ha souezhadennoù evit lidiñ ar Gouiañv !

Adal parklec’h plasenn an Armoù e c’hellot da skouer gober un droiad rederig evit monet betek ar blasenn Paul Bert ma vo kinniget kejadennoù kaer. Nedeleg laouen ha gouelioù dibenn-blez brav deoc’h !

Diaweladoù brav

E Koad ar C’hastell, en antre kêr, e ver é prientiñ un treuzfurmadur hirc’hortozet hag a sikouro da zienezenniñ kreizig-kreiz ar c’harter, dre e liammiñ doc’h e c’hlasvezeg hag e zigoriñ àr ribloù ar Skorf.  Ur pikol renevezadur kêr e vo, diazezet àr spletoù al lec’h hag àr e annezidi hag a c’hello kontiñ àr gendivizerion brizius e Ti ar raktres hag en Ti-karter.

Danvez a zo, n’eus ket diover a berzhioù mat ; a-live get ar palioù emañ ar vennantez. Ul lodenn vras zo a-ziàr an endro dreist-holl : er raktres adterkiñ e roer lec’h d’an natur hag e vo e kreizig-kreiz ar c’harter get astennoù glas betek ar park dek hektar, unan ag ar parkoù dibarañ a zo e kumun an Oriant.

Harpet e vo ar feurmerion a vo disavet pe adkempennet o lojeris.

Retour en haut