Nend eo an Oriant, a-gentañ, nemet ur chanter ur voger en-dro dezhañ ha lann tro-dro. En un un doare heboell emañ kempennet lodenn an hanternoz, ar c’hreisteiz zo lezet evit lochoù ar vicherizion. E Porzh-Loeiz emañ renerion Kompagnonezh an Indez é chom, àr ar chanter emañ staliet al labourizion. Ur wezh lakaet er -maez ag ar c’hloz-se e savont o lochennoù er c’hreisteiz anezhañ hag àr lec’hidegoù ar c’huzh-heol.
Diàr neuze en em laka ar gêr da greskiñ dizurzh-kaer a-hed daou hent a ya kuit a zor ar c’hloz : hani Plañvour a-hed lenn ar Faouedig hag hani an Henbont.
Meur a raktres kêraozadur a vez lakaet àr ar stern etre 1708 ha 1730 met ne vez ket doujet d’ar steuñvoù steudadur divizet. A-benn ar fin e saver un tres evit roiñ stur da aozerezh an tric’horn a zo etre an daou hent-se.
Get mogerenn ar gêr, diazezet-sonn ha kreñvlec’hiet, e vez bevennet, evit ur c’hantved, un dachenn kêr ag un hektar ha tregont. Savet e vez, àr-un-dro, kentañ kaeoù kenwerzh ar Faouedig. Setu penaos e vez savet kae Aiguillon e 1766.
Adal 1769 e cheñch planedenn an Oriant pa vez torret unpiaou kenwerzh Kompagnonezh an Indez. Kêr ar c’henwerzh a grog da droiñ, nebeut-ha-nebeut, da gêr ar c’hreanterezh hag ar verdeadurezh a vrezel.
E dibenn an XIXvet kantved en em led ar gêr dre ar c’hreisteiz. En-dro d’ar porzhlenn e weler ur c’hresk nevez. Karter ar Gêr Nevez a sav, skouergornek e dres. Ha kreskiñ a ra da vat adal 1862, ar blez ma erru an hent-houarn en Oriant. Betek bord kae kreisteiz ar porzhlenn e ta. En-dro d’al lenn e kresk an oberiantizoù mor : ur c’hovu pesked a vez staliet àr gae ar su, ur porzh glaou hag ur mirlec’h koad àr ar memes glann.
E Kerantreizh, er-maez a gêr, e vez staliet an ti-gar. Àr an douaroù a zo etre ar mogerioù-kreñv ha Kerantreizh n’eus gwir da sevel tra betek 1907. A gêr d’ar fabourzh-se e yaer get un hent plantet : ar vali De Chazelles.
E 1888 e talc’h ar gêr da greskiñ ‘maez moger, er mervent. Stanket e vez lenn ar Faouedig, eno e vo savet karter Merville.
E penn-kentañ an XXvet e kemm, a-vras, ardremez kêr. Goude krouidigezh aveadurioù nevez evit ar porzh, dizoubladur an Oriant get ganedigezh karter ar Gêr Nevez, e vez diglaset ar mogerioù kreñv e 1902 ha diskaret lod anezhe e 1906.
Tamm-ha-tamm e vez taolet ar vogerenn d’an diaz, ha setu karterioù nevez : an Dour-Red, ar Vali De Chazelles a stag èl-se ar gêr doc’h Kerantreizh en hanternoz.
Tier ha savadurioù an amzer-se a weler c’hoazh hiriv-an-deiz e karterioù Kerantreizh, Keriadoù, Merville hag ar Gêr Nevez. Lod arall zo tu da welet e kreiz-kêr, straed ar Marichal Foch, Kae an Indez hag e korn straedoù ‘ zo.
Ar savadurioù-se, evit ar braz anezhe, zo graet o masonad get mein induet get margenn rad. Talbenn un nebeud tier zo mein-rad pe greunvein benet. Stern ar fenestri hag ar rizennoù zo mein-ben, dishañval meur a wezh a liv pe a zanvez. N’eo ket stank ar savadurioù-se er c’hreiz-kêr, stankoc’h e vênt er c’harterioù tro-dro.
An Oriant a laka holl nerzh he armerzh en he forzh-pesked hag en he forzh-marc’hadourezh. Adframm kaeoù Kergroaz ha digoradur porzh-pesked nevez Kerroman, e 1927, a ro dezhi aveadurioù arnevez a c’hello, gras dezhe, kreskaat an treizh, liesaat ar paramanterezh ha lakaat evel-se an ijinerezhioù da baotaat.
Gourlan eo an tachad mogeriet ha bec’hiet get ar reuzioù a za da heul ur boblañs re stank ha lojet fall.
Brasaat a garahe a-walc’h kêr ober met displet eo an tachadoù dijabl etre Merville ha Kerantreizh.
Goulenn a ra an Oriant an aotre d’em astenn àr zouaroù Plañvour, ar gumun amezegez. Harpet e vez ar goulenn-se get tud kêriadennoù a faot dezhe bout kenstaget doc’h an Oriant. Goude hir breud e asant Plañvour, e 1929, dioueriñ a 75 hektar.
Embannet e vez, goude ar brezel-bed kentañ, lezennoù diàr-benn aozerezh ar c’hêrioù. Rediet e vez ar c’hêrioù da raktresiñ o diorren àr hir-dermen ha dre-se da sevel ur steuñvenn n’eo ket hepken kêraoz, met ivez kaeraat ha kreskaat.
E 1926 e vez kinniget d’ar Ministrerezh ur raktres hollek evit ar gêr. Re skort e vez kavet. Diviz a raer neuze goulenn kenlabour ur c’hêraozour, an Aotrou PARENTY, evit sevel ur raktres nevez. Degemeret e vez hennañ e 1935. En tu ‘rall da rouedad an hentoù pennañ emañ diazezet ar raktres àr vennozh an tachadoù, evit roiñ da bep karter an oberiantiz a jaoj ar gwellañ doc’htañ. Tri zachad zo er raktres : un tachad kenwerzh,un tachad greanterezh hag un drivet, tachad lojerisoù. James ne vo kaset ar raktres-se da benn met un diaz-labour e vo da gêraozerion an Adsav.
Etre an daou vrezel e kresk ar c’hêrioù dre al lodennadurioù. Enezennadoù a sav un tammig e pep lec’h e tro ar c’hêrioù. En Oriant ivez e weler an dra-se.
Sevel a ra al lodennadurioù-se a-hed an hentoù pennañ, er gwalarn trema Kemperle ha Kemper, er biz trema an Henbont, er mervent trema Plañvour. Krouidigezh ar porzh-pesked nevez, er c’hreisteiz, a laka ivez sevel ur c’harter a-bezh.
Evit ar muiañ e kresk al lodennadurioù-se taol-didaol adal 1926, é roiñ da soñjal e savont diraktres. N’int nemet chanterioù bihan o ment ; n’heller ket komz da vat ag un adlodennerezh a-vras.
Karterioù ar Voustoer, ar Gêrnevez, an Dour-Red er c’hornog, ha Kerroman er mervent, a zo tachadoù lec’h ma vo savet tier a-yoc’h.
An doare da sevel tier etre an daou vrezel a zo dishañval a-grenn doc’h hani ar prantad a-raok ; ul liamm a vez bremañ etre ar c’hinkl hag an teknologiezhoù nevez. An tier nevez, savet alies diàr gatalogoù, o dez personelezh a-drugarez da ijin divuzul ar vasonerion italian. Egorenn ar savadur a ya ag an eeunañ d’al labouretañ, dreist-holl en ereadur penn ha tal.
Evit pep unan e lakaer ar pouez àr ar c’hinkladur hag al livioù : indu, sternaj-peoù, mein, brik, feilhañs, marellig, houarn-goveliet.Dishañval e vez pep savadur a-fed aozadur e dal, a-fed ar munudoù. Dafar nevez a implijer : beton-houarnet, parpagnoù ken-houarn, indu a bep seurt a vezer souezhet doc’h o zres.
Kentizh èl 1943, un nebeud miziadoù àr-lerc’h ar bombezadegoù kentañ, e vez karget Georges Tourry, politeknisian ha tisavour, da adsevel ar gêr dizalbadet.
Diviz a raer buan-tre ne vo ket adsavet an Oriant èl ma oa a-gent. Evit Ministrerezh an Adsav hag ar C’hêraozerezh (M.R.U.)e ranker adsevel ur gêr evit an amzer da zont. Adal an hañvezh 1943 en em laka Tourry d’al labour.
E penn-kentañ e faote d’ar c’hêraozour distankaat ar c’hreiz-kêr kozh é tizoubliñ ar gêr dre beuratrediñ ar porzhlenn evit sevel tier àrnezhañ. Dont a rahe da vout ahel-meur ar gêraoz, é tijabliñ karterioù ar c’hreisteiz ag an ijinerezhioù hag ar mirlec’hioù. Disrannet e vehe ar gêr a-zoc’h tachad ar porzhioù dre ul ledennad plantet didorr. Adkreizennet e vehe en-dro d’ar blasenn Jules Ferry. Pellaat a rahe holl elfennoù ar c’hreiz-kêr kozh a-zoc’h mogerenn an arsanailh evit tostaat doc’h ar blasenn nevez. Kendalc’het e vehe get ur park bras, ar Voustoer, dezhañ tres ul liorzh-kêr, gennet etre boulouardoù nevez a ziboukahe ag ur pont nevez savet àr al linenn hent-houarn.
Diàr ar c’hinnigoù-se e krog al labourioù adlodenniñ.
Goude c’hwec’h vlezad labourioù, kinnigoù raktresoù, kendivizoù get ar strolladoù reuzidi, e tilezer da vat ar soñj da sevel tier àr ar porzhlenn. E 1949 e tihaner d’en atrediñ. Àr-lerc’h an divinerezh, an diatrederezh, adaozadur hollad an danframm (dour, tredan, gaz) e vez siellet ar maen kentañ, a-benn ar fin, d’an 12 a viz Meurzh 1949, straed ar Porzh. Adsavet e vo an Oriant é kendiviz dizehan get hec’h annezidi hag é heuliiñ ur steuñvenn a zoujay da dres prantad ar rakvrezel, er c’hontrol doc’h ar pezh a vo graet e Brest, Sant-Nazer pe en Havr-Nevez da skouer.
Skouerioù : Plasenn Alzas-Lorren, Enezennad straed Liej, straed ar Porzh, hag all.
Savadurioù an adsav rannvroel e awena anaver dre :
Stumm enezennadoù kloz o deus ar savadurioù-se get un nor-barzh hag un nor-maez
Kaset e vo al labour da benn diàr ziazez melestradurel an enezennad, tachenn bevennet get peder straed, a-gentizh ma erruay argant an digolloù-brezel, da lâret eo en Oriant, div bep blez. Pep enezennad a vo e karg anezhi ur penntisavour karget a unvanded kenedel an hollad. Un tregont tisavour bennak a labouro èl-se àr garter ar c’hreiz-kêr etre 1949 ha 1963. Razh tuadoù ha levezonoù tisavouriezh ar blezadoù 50 a vo eno tolpet.
Kloz ha paket e vo an enezennadoù kentañ : tolzoù savet diàr al lodaoueg, helenn o bevennoù perc’henniezh. Goude e tay ar youl da zilez ar porzhioù kloz ha da zigor kalon an enezennad d’an holl ; tamm-ha-tamm e pella ar savadur a-zoc’h tres ar ruioù.
Skouerioù : Enezennad straed Liej, straed ar Porzh, Tour Martel, ar " Vananenn ", hag all.
Savadurioù an adsav arnevez e awen :
Kenframm hollek an taloù àr ur ru ne lez da welet nep disrann a berc’henniezh.
Tal-ha-tal e kaver enezennadoù kloz hag enezennadoù digor, skeudenn un disavouriezh liesseurt : adal an adsav mik èl a-gent betek drevezerezh ar cité radieuse, annezva ar Voustoer, renet get an tisavour Conan e 1962.
Heuliiñ a ra an Oriant ur raktres kêraoz liammet get istor he forzhioù-mor hag an adlañs armerzhel. Digor ar gêr trema ar mor en-dro da lennoù an XIXvet kantved zo lod ag ar raktres-se.
Ar pezh a vo kempennet a vo graet, da gentañ-razh, evit gellet diorren an oberiantizoù mor ha merdeel. N’eo ket hepken kas da benn raktresoù talvoudekaat ar glad, pezh a skorn ul lec’h en e dremened, met kentoc’h diorren an identelezh hag ar glad mor bev, ennañ istor an dud hag al lec’hioù, evit ma vo anavet ha difennet, get implijerion porzhioù ha stêrioù Bro an Oriant, o lec’h labour ha diduamant pemdeziek.
Boutin eo d’an holl raktresoù kinniget un argerzh terkadur a zalc’h kont a :
Teir zachennad labour zo bet dalc’het :
E 1959, e dibenn adsav kreiz-kêr an Oriant, e sav Georges Tourry ur bloc’had 480 lojeris sokial àr rakporzh an Oriant : teir barrennad a droc’h a-grenn get peurrest ar c’harter. Ar bloc’had-se, tregont vlez goude, zo daet dihailh. E 1991 e tivizer adneveziñ al lec’h é roiñ an tu d’an annezidi da chom da veviñ ennañ memestra.
E Roland Castro, tisavour, e fizier pennvestroni an ober. Ar chanter-se, kaset da benn e stern un Diorradur Sokial a Garter (DSQ e galleg), a ro d’ar c’harter digor àr ar porzh, dre an ode toullet er varrennad vras : dont a ra da vout un tal porzh nevez.
A-c’houde 5 blez ‘zo e klasker kizidikaat an dud doc’h glad sevenadurel kêr ha doc’h e vererezh. Ur c’houlzad adlivadur, rediet ha yalc’hadoù evitañ, a vez èl-se kaset da benn àr-un-dro get ur c’houlzad gwellaat kletadurezh al lojerisoù hag ur garta a galite a denn da varroù ar stalioù.
Dre al labourioù-se eh eus bet gellet daskor d’ar gwel hengoun mor ar gêr.
Emañ ar raktres-mañ e stern adaozerezh un dachenn greantel dilezet a dri hektar, gennad tredeel a vo àrnezhañ, mesk-ha-mesk, savadurioù kozh adkempennet ha savadurioù nevez. A-drugarez dezhañ e vo enframmet er c’harter hag e tay da vout unan a zorioù kêr.
Àr dachenn ar bon listri-spluj dastroet, àr ur marezad daou hektar bevennet get ar skolaj, ar blaenenn-c’hoari hag ar c’harterioù annezet, e stalier 5 savadur kenlojerisoù tri estaj d’an uhelañ, a roy buhez da holl ar c’harter.
Ur savadur skolveurel e Lanveur, 3800 m² àr zaou live. Un dra hep par e kêr an Oriant : un doare tisavouriezh awenet get ar mor, kement dre e ziavaez èl dre e vont-en-dro hag e voazioù.
Ur raktres a roy nerzh d’ar skol-veur enframmet en ur c’harter annezet.
Aveadur sevenadurel, e kalon raktres an Oriantis (steuñv liesseurt a derkadurioù foran ha prevez) hag a zo lod a greñvadur framm kêrel an Oriant. Un doare tisavouriezh hag a oui, dre-berzh spasad ha gouloù, roiñ d’al lec’h-se an habaskted dleet dezhañ.